Kan-broadel Breizh eo Bro Gozh ma Zadoù. Heñvel eo e don ouzh hini Kan-broadel Bro Gembre, Hen Wlad Fy Nadhau (Douar kozh hon tadoù). Kan-broadel Kerne-Veur, Bro Goth Agan Tasow a vez kanet ivez war an hevelep ton. Souezhusoc’h: kanet eo ivez an ton-mañ gant ar g-Kashied a zo ur boblad a vev e biz Bro indez.
E 1898 eo e oa bet sonet evit ar wech gentañ hag abaoe eo chomet ton ar Vretoned dre ar bed a--bezh. Staget e vez gantañ e meur a zegouezh : gouelioù a-bep seurt, krogadoù sport… Kanet eo bremañ gant skipailhoù mell-droad ‘zo e derou ar c’hrogadoù.
Soñj Poellgor Bro Gozh ma Zadoù a zo ledanaat pleustriñ ha brud an ton-mañ, kement-mañ dre sevel abadennoù a laka da c’hoari a-gevret kement laz-seniñ, laz-kanañ pe bagad ‘zo hag a oar e ganañ pe e seniñ.
|