Kan-broadel Breizh eo ar ganenn Bro Gozh ma Zadoù. Awenet eo bet gant Kan-broadel Bro Gembre Hen Wlad Fy Nhadau (Douar kozh hon tadoù). Kan-broadel Kerne-Veur, Bro Goth Agan Taasow (Bro Gozh hon Tadoù e kerneveureg) a vez kanet ivez war an hevelep ton. Kanet eo ingal gant ar g-Khisied a zo ur boblad a vev e biz Bro Indez.
Istor
Ur c’han genidik a Vro Gembre
Hervez a lavarer e vije bet ijinet an ton gant James James pa oa o vale war ribloù ar stêr Rhondda. E ganet en doa d’e dad Evan James hag eñ, gwiader ha barzh e Pontypridd, a savas ar c’homzoù. Anvet e oa bet da gentañ Glannoù Rhondda, hag e voe kanet evit ar wech gentañ e miz Genver pe C’hwevrer 1856, e Chapel Tabor, gant ar ganerez Elizabeth John.
Ur stumm savet evit Breizh
Ur c’hantik e oa e penn kentañ e Breizh. Degaset e oa bet da Vreizh gant W. Jenkyn Jones, ur misioner a Vro Gembre bet kaset da Gemper da lakaat ar Vretoned da dreiñ davet ar relijion protestant. Komzoù e brezhoneg a voe savet gantañ war ton Hen Wlad Fy Nhadau dindan an anv Doue ha va Bro. O embann a reas en un dastumad kantikoù anvet Telen ar C’hristen. François Jaffrenou (Taldir Jaffrenou) 1879-1956), pa oa lisead ha skoliad François Vallée, a gemeras awen diouzh ar c’hantik-mañ evit sevel ar ganenn a anavezer hiriv. Dont a reas er maez en 1898 e La Résistance de Morlaix hag e voe moulet war folennoù distag dindan an is-tilt Henveledigez (d.l.e. "savet hervez…").
Penaos eo bet skignet
Embannet eo bet el levr An Delen Dir e 1900. Tamm ha tamm e kreskas e voull e emvodoù ar studierien vreton e Roazhon. En abeg da liammoù a vreuriezh a oa etre ar Vretoned hag ar Gembreiz e voe dibabet ar ganenn Bro Gozh ma Zadoù da vezañ Kan-broadel Breizh gant kengor-barn an URB (Unvaniezh Rannvroel Breizh) e-pad ar c’hendalc’h dalc’het ganti e Lesneven e 1903. Maurice Duhamel, ur sonaozour breizhat, a savas evitañ ur c’hendon nevez da vezañ c’hoariet war ar piano, hag enrollet e voe e 1910 gant ar vreudeur Pathe (eus Paris) war pladennoù "sonskriverezet". Ur aozidigezh all a voe savet ivez gant Georges Arnoux.
Evit gouzout hiroc’h
An anv bihan
Graet ‘vez alies gant ar berradur Bro Gozh e-lec’h Bro Gozh ma Zadoù.
Ar Bro Gozh hag an SNCF
Implijet eo bet ton Kan-broadel Breizh gant Kevredad Hentoù Houarn Bro Frañs (SNCF) a-benn kemenn en a-raok donedigezh an treñioù e porzhioù-houarn Breizh e dibenn ar bloavezhioù 60.
Ur ganenn a stourm
Staget eo bet gant ar Bro Gozh ma Zadoù (hag er memes tro gant an "Etrevroadel", pe "Kan an Dispac’h" a zo an anv brezhonek roet da veulgan an emsav komunist) gant gouestlidi kamp-bac’h Kastell Briant d’ar 15 a viz Kerzu 1941, pa voe fuzuilhet gant an nazied an Doktor Jacq (a oa emsaver komunist ha mezeg en Uhelgoad). Reiñ a reas an Doktor Jacq kentelioù brezhoneg d’ar c’houestlidi all ar c’hamp-bac’h. Sevel a reas ivez ul laz-kanañ brezhonek.
Un darvoud heverk all e istor ar Bro Gozh: e 1982, e Chikago, da vare digoradur prosez an Amoko-Kadiz, eo bet kanet a-unvouezh gant ouzhpenn 150 dilennad a Vreizh kaset gant Alphonse Arzel ha Roger Calvez.
Meur a zoare d’e ganañ pe d’e seniñ
Kanet e vez bremañ ar Bro Gozh da vare meur a zegouezh. Deuet eo da vezañ unan eus ar c’hanaouennoù a vez staget ganto ingal gant kalz a lazoù-kanañ a Vreizh. Kanet e vez ivez gant muioc’h-muiañ a arzhourien, en o zouez:
Ur ganenn implijet gant an ensavioù ofisiel
Meur a-wech eo bet kanet gant "pennadurezhioù" politikel pe da vare darvoudoù ofisiel.
-
Staget eo bet gant ar ganenn Bro Gozh ma Zadoù er bloavezhioù 1930 da vare meur a zegouezh, peurgetket dirak Prezidanted Republik Bro Frañs, evel e Gwengamp e 1923 a-benn degemer Raymond Pointcarré, Prezidant ar Republik, pa oa deuet da lidañ e Landreger kantvloaz ganedigezh Ernest Renan. Tro en deus bet ivez Gaston Doumergue, a zo bet ivez Prezidant ar Republik, da glevout ar ganenn "Bro Gozh ma Zadoù" kanet gant ul laz-kanañ eus Karaez war Bali Dajot e Brest. Sonet eo bet ivez dirak Edouard Herriot, a oa Prezidant Kuzul ar Vinistred, e Naoned.
- Prefedez Rannvro Breizh, Bernadette Malgorn, he deus diskanet Kan-broadel Breizh da vare ul lid ofisiel e 2006.
- Da vare krogad diwezhañ kib vell-droad Bro Frañs 2008-2009 etre Roazhon ha Gwengamp e c’houlennas Jean-Yves le Drian, Prezidant Rannvro Breizh, e vefe sonet ar ganenn Bro Gozh ma Zadoù. Ar stumm kanet gant Mouezhioù Porzh Rhu eus Douarnenez eo a zo bet lakaet da glevout neuze e sportva Bro Frañs. Hag e dibenn ar c’hrogad ez eo gant Alan Stivell, ar c’haner brudet, e voe kanet Meulgan Breizh.
- Lakaet e vez da glevet bremañ ivez a-raok pep krogad ar gib hag ar championat c’hoariet gant skipailh mell-droad Roazhon e sportva hent An Oriant.
- Bet eo bet sonet ivez p’en deus c’hoariet skipailh mell-droad Breizh a-enep hini ar C’hameroun d’an 21 a viz Mae 1998 e Roazhon, d’an 20 a viz Mae 2008 e Sant Brieg a-enep hini ar C’hongo, d’an 19 a viz Mae 2010 a-enep hini Korsika e Ajaccio ha d’an 21 a viz Mae 2010 e Bastia a-enep hini an Togo. Sonet e vo ivez d’an 2 a viz Mezheven e Sant Nazer pa c’hoario Skipailh Breizh a-enep skipailh ar C’hosovoI
Titouroù o tont eus Wikipedia
|